Nanometr
An nanometr (arouez SI : nm) zo un unanenn hed eus ar reizhad metrek, hag a dalvez 0.000000001 metr. Un nanometr a c'hall bezañ skrivet evel 1×10−9 m. 1 nm = 10−3 µm = 10–6 mm = 10–9 m.
Savet eo e anv diwar ar rakger nano- (eus an henc'hresianeg νάνος, nanos, "korr") ha metr, anv an unanenn muzuliañ (eus an henc'hresianeg μέτρον, metrοn, "unanenn muzuliañ").
Alies e vez implijet an nanometr da reiñ muzulioù e skeul an atom : treuzkiz un atomenn heliom, da skouer, zo war-dro 0.06 nm, hag hini ur ribozom zo war-dro 20 nm. Implijet e vez an nanometr da reiñ hirder gwagenn ar skinoù tredanwarellek tost da lodenn welus ar spektr tredanwarellek : ar gouloù a c'haller gwelet a ya eus 400 da 700 nm. An angström, a dalvez 0.1 nm, a veze implijet a-raok evit ar muzulioù-se.
Abaoe fin ar bloavezhioù 1980 eo bet implijet ivez da zeskrivañ ment pezhioù zo, evel ar skoulmoù hanterc'honduer 32 nm ha 22 nm, e rummadoù eus follennoù hent an ITRS, en industriezh an hanterc'honduerioù