Mont d’an endalc’had

Nieuw-Vlaamse Alliantie

Eus Wikipedia
(Adkaset eus N-VA)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
logo ar strollad

Nieuw-Vlaamse Alliantie (N-V A) a zo ur strollad politikel a Flandrez Belgia. Savet e oa bet e 2001 goude un disparti er strollad Volksunie.

Abaoe Mezheven 2009 emañ an N-VA o kemer perzh e gouarnamant Flandrez.

Ur gannadez o deus e Parlamant Europa : Frieda Brepoels.

Dizalc’h Bro-Flandrez e-barzh framm an Unaniezh Europa eo mennad pennañ an N-VA. En un doare politikel e vez goulennet, ar pezh a vez kadarnaet gant ar programm, a lak sklaer e teu ar peoc’h da gentañ-penn. Au niveau de l'économie, on aspire à une diminution considérable des impôts sur le travail. Atebegezh, doujañs ouzh an natur hag ar gevredigezh eo ar pennsturiennoù diazez.

Treuzoù dilennusted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kudenn

E Belgia ez eus un treuzoù dilennusted a 5% eus ar mouezhioù e pep pastell-vro, evit krennañ niver ar strolladoù er Parlamant, hag e Flandrez dreist-holl. Renet gant Geert Bourgeois, eo en em ginniget an N-VA e dilennadegoù ar Parlamant Belgia e 2003 evit ar wezh kentañ. Hogen n’eo bet dilennet nemet Geert Bourgeois, e pastell-vro Flandrez-Izel. Abalamour d’an treuzoù dilennusted n’eo bet dilennet den all ebet. A-enep an treuzoù-se emañ ar strollad, dre ma’z eo ur skoilh d’an demokratelezh hervezañ. Pegen uhel an treuzoù eo e vez pismiget dreist-holl. En darn vrasañ ar broioù all en Europa, pe n’eus treuzoù ebet, pe ez eus treuzoù a 3%. Ouzhpenn-se, ar pastelloù-bro e Wallonia a zo nebeutoc’h a annezidi o chom enno, ha nebeutoc’h a gadorioù da c’hounit, hogen evit kaout an hevelep dregantad ez eus ezhomm kaout nebeutoc’h a vouezhioù. Abalamour d’an holl arguzennoù-se e c’houlenn an N-VA e vefe lamet an treuzoù dilennusted. E dilennadegoù rannvro e miz Even 2004 e oa treuzoù dilennusted c’hoazh. Darbet e vije d’ar strollad diankañ ma ne vefe ket tizhet an treuzoù gantañ.

Diskoulm

Goude an dilennadegoù e 2003, e tibab an N-VA kevraouiñ gant CD&V evit krouiñ ur gengevredad, evit hepkoriñ an treuzoù a 5%. A-benn ar fin e asant CD&V da vont gant ar strollad broadelour, daoust d’e ginnigoù disrannour, peogwir ez eus bet kollet kalz mouezhioù gantañ, ha betek ar galloud e live Belgia e 1999. Ar gengevredad CD&V N-VA, anvet kengevredad Flandrez, a deu da vezañ furmadur kentañ e Bro-Flandrez, 26% eus ar mouezhioù bet tizhet gantañ e dilennadegoù rannvro 2004. Ar VLD hag ar SP-A o doa graet kengevredadoù ivez, gant Vivant ha Spirit (broadelour ivez). An emglevioù-se etre strolladoù henvoazel ha strolladoù broadelour savet diwar ar Volksunie gozh a lak war-wel an tabut diwar-benn adreizhadur ar stad. Ar strollad broadelour a Flandrez pennañ, ar Vlaams Blok, deuet da vezañ Vlaams Belang, a zo ar strollad nemetañ n’en doa graet kengevredad ebet, met mont war-raok en doa graet e pep dilennadeg betek 2006. Koulskoude e voe echu gant ar gengevredad da heul an divizoù diwar-benn adreizhadur ar stad e miz Here 2008 : paouez a ra e live Belgia ha live ar rannvro da heul ma vefe nac’het gant an N-VA, en he c’hendalc’h e Gent, d’ar 21 a viz Here 2008, kemer perzh er c’hevraouadegoù a-benn da adreizhañ framm ar stad.

Dilennadegoù kêr ha proviñsoù


Da geñver an dilennadegoù kêr ha proviñsoù eo bet tizhet un 31,7% eus ar mouezhioù gant ar gengevredad CD&V/N-VA, un trec’h all evito. Kresket niver ar guzulierien kêr.

Izili pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renerezh

  • Bart De Wever : kadoriad
  • Jan Peumans : eil kadoriad
  • Ben Weyts : eil kadoriad
  • Frieda Brepoels : sekretourez-veur
  • Andries Gryffroy : teñzorer
  • Piet De Zaeger : rener
  • Jeroen Overmeer : mouezh aotreet

Kannaded e Parlamant Flandrez

  • Jan Peumans : prezidant ar strollad
  • Piet De Bruyn
  • Geert Bourgeois
  • Mark Demesmaeker
  • Jan Loones
  • Helga Stevens
  • Kris Van Dijck

Kannaded e Kambr an Dileuridi

  • Els De Rammelaere
  • Bart De Wever
  • Jan Jambon : prezidant ar strollad
  • Sarah Smeyers
  • Flor Van Noppen

Izili ar Sened

  • Louis Ide : prezidant ar strollad
  • Helga Stevens

Parlamant Europa

  • Frieda Brepoels

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]