Mont d’an endalc’had

Muniadona Kastilha

Eus Wikipedia

Muniadona Kastilha pe Mumadonna Sánchez (995–1066), anvet ivez Mayor pe Munia, a voe rouanez Pamplona dre he dimeziñ d'ar roue Sancho Garcés III Pamplona (1011–1035). Ouzhpenn-se, dre he gwirioù a diegezh, e renas ivez war Ribagorza (1017–1035) ha Kastilha (1028–1035).

Kontelezh Kastilha en 1030, staget ouzh Navarra.
Iliz San Martín de Tours (Frómista)

Merc'h e oa da Sancho García kont Kastilha ha d'e bried Urraca Gómez eus an tiegezh Banu Gómez. Dimezet e voe Muniadona d'ar roue Sancho Garcés III Pamplona, lesanvet «el Mayor», war-dro 1011.