Amedeo Modigliani

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Modigliani)
Amedeo Modigliani

Amedeo Clemente Modigliani zo ul livour ha kizeller italian ganet d'an 12 a viz Gouere 1884 e Livorno- ha marvet d'ar 24 a viz Genver e 1920 e Pariz.

Livour, kizeller stag ouzh skol Pariz. En ur familh yuzev e kreskas, bourc'hizien hogen foranet ganto o fortun. Bevet en deus e brantad stummadur e Toskana, e Venezia en ur dremen dre vMezzogiorno, a-raok n'em staliañ e Pariz, a oa d'ar c'houlz, kêrbenn Europa an avant-gardisted. Bevan ha kantreal a rae etre Montmartre ha Montparnas ha tost-tre eo bet ouzh Maurice Utrillo, Max Jacob, Manuel Ortiz de Zárate, Jacques Lipchitz, Moïse Kisling pe Chaïm Soutine. Deuet e oa da vezan patrom ar vuhez bohème. Tro 1909 e voulc'has gant ar c'hizellañ, e uhelvennad da neuze, a zilaosko tro 1914, en abeg d'e c'hudennoù skevent.

Adarre e stagas eta da livañ, produin a reas fozhig, hogen ne werzas ket kement-tre, hag eñ da vervel d'e 35 vloaz gant an tuberkuloz (dorzellegezh), en doa paket en e yaouankiz.

Kliched AN arzour mallozhet breinet gant re a alkool, re a zramach hag an darempredoù re skoemp gant tud binimus en abeg da se evit klask mougañ e wallvoud hag e stad reuzeudigezh. Emlazhet e oa e vignonez Jeanne Hébuterne (1898-1920), hag he dougerez, just da heul e varo dezhañ. Hervez Jeanne Modigliani (1918-1984) merc'h nemetañ ar c'houblad he deus bet kontet da c'houde ne vije ket liammet emdroadur neuz oberennoù he zad gant e drubuilhoù personnel, hag herveziñ e yafe da vout sederoc'h-sederañ (al livadurioù).

Gant 25 delwenn, alies mat pennoù maouezed, bennet a vent ganto, e ra dave da arzoù kentael ar c'hornog, bet diskoachet gant an arkeologourien d'ar mare-se. Stummoù ar c'hizellan a gaver en e livadurioù (kalz niverusoc'h int en-dro da 400.

Peurvuian e chom e deskad livadurioù war daoù dem al livouriezh skeudennin : an noazh benel, dreist-holl ar poltred. Gant an azginivelezh italian eo bet levezonet a-galz ha diwar-se ar c'hlaselouriezh, tapout a rae ivez er rakimpresionism (faovouriezh, kubism, deroù an arz difetis). Ur c'hempouez a glaske etre an hengoun hag ar vodernelezh. Klask a rae simplaat al linennoù, ar volumoù, hag al livioù, kement-se neus graet d'e oberennoù bout heverk, gant un tres amplig hag asur-tre, en ur dreiñ, e zresadennoù gant kariatidoù (delwennoù gresian) , e gorfoù noazh hoalus gant tonioù tomm, poltredoù tal-ouzh-tal gant stummoù hiraet betek an distummañ hag ar selloù ezvezant, 'vel troet war-zu an diabarzh.

Amzer o doa lakaet ar vurutellourien akademikel a-raok intent hag anzav e oa dañvez un arzour a-live dioñtañ.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]