Mont d’an endalc’had

Michel Déon

Eus Wikipedia
Michel Déon
Michel Déon
Michel Déon e 2012
Anv ofisiel Édouard Michel
Anv pluenn Michel Déon
Obererezh Skrivagner
Dramaour
Ganedigezh D'an 4 a viz Eost 1919
e Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv D'an 28 a viz Kerzu 2016
e Galway, Iwerzhon Iwerzhon
Yezh skrivañ Galleg
Luskad lennegel Hussards
Enorioù Lejion C'hall

Michel Déon, ganet Édouard Michel e Pariz d'ar 4 a viz Eost 1919 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Kerzu 2016 e Galway, a oa ur skrivagner ha dramaour gall. Roueelour eo bet hag o skrivañ er gazetenn L'Action française.

Ezel e oa eus an Akademiezh c'hall, liammet eo ouzh al luskad « Hussards ».

Marvet eo d'an 28 a viz Kerzu 2016 e Galway, en Iwerzhon d'an oad a 97 vloaz. Sañset e oa da vezañ beziet e ludu e Pariz met betek-henn an ti-kêr n'en deus ket asantet dre ma oa marvet en estrenvro[1]. Evit lod tud e vez nac'het dre ma oa eus an tu dehoù ha roueelour[2]. Dre an trouz tro-dro d'an afer, Bruno Julliard, karget eus ar sevenadur e ti-kêr Pariz, en deus embannet d'an 12 a viz C'hwevrer 2018 e vefe renket an afer-se buan.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]