Philippe-Emmanuel de Lorraine

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mercoeur)
Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercœur

Philippe-Emmanuel de Lorraine, dug Mercœur, gouarnour Breizh adalek 1582

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Philippe-Emmanuel de Lorraine a voe ganet e Nomeny, ur gêr eus bro Loren, d'an 9 a viz Gwengolo 1518. Mab e oa da Nicolas de Lorraine ha Jeanne de Savoie-Nemours

Dimezet e oa bet da Marie, merc'h nemeti Sebastien de Luxembourg, dug Penteür.

Anvet e voe nepell goude da c'houarnour Breizh.

Dimezet en devoa e verc'h nemeti d'an dug Vendôme, mab bastard ar roue.

Aet e oa da Anaon e Nürnberg d'an 19 a viz C'hwevrer 1602.

Titloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Markiz Nomeny
  • Kont Vaudemont
  • Dug Mercoeur
  • Dug Penteür
  • Baron Ankiniz
  • Par Bro-C'hall
  • Priñs an Impalaeriezh Santel, ha Martigues

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troc'het ha rannet ː ouzh 1 treustellet etre gul hag argant ; ouzh 2 en glazur hadet gant flourdiliz en aour e zrailhenn en gul ; ouzh 3 en argant e groaz krouget en aour, ur groazigan krouget ivez en aour ouzh pep konk ; ouzh 4, en aour e bevar peul en gul ; ouzh 5 en glazur hadet gant flourdiliz en aour e vevenn en gul ; ouzh 6 en glazur e leon ouzh kleiz en aour, krabanet, teodet ha kurunet en gul ; ouzh 7 en aour e leon en sabel krabanet ha teodet en gul ; ouzh 8 en glazur hadet gant kroaziganoù en aour ha karget gant daou vraog en aour kein-ouzh-kein. E greiz holl en aour e sourin en gul karget gant tri erezan en argant ; un drailhenn en glazur balirant.[1]

Brezel ar Re Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenderv e oa d'ar re de Guise.

Goude ma oa bet drouklazhet Henri de Lorraine, dug Guise, Mercoeur a gemeras penn ar Re Unanet e Breizh. Emglev e reas gant roue Spagn. Digeriñ e reas porzh ar Blavezh dezho.

Sinañ a reas un arsav gant Herri IV e 1595, hag ar peoc'h e 1598.

Mont e reas er bloaz 1601 da vro Hungaria evit kemer penn arme Rodolf II, taget gant an Durked. Berzh en doa graet eno. Mervel a reas en ur zont en-dro, e Nürnberg, e 1602.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Deskrivadur bet troet diwar galleg war Wikipedia Commons. Tu ez eus da gaout ur stumm all da lenn ː palefarzhet ha trirannet , e-lec'h troc'het ha rannet. Gwelout ivez Kroaz Jeruzalem e-lec'h kroaz gant kroaziganoù krouget.