Mel-livenn
Iskevrennad eus | animal organ, organ component of neuraxis, particular anatomical entity |
---|---|
Rann eus | Reizhiad nervel kreiz, gwalenn ar c'hein |
Development of anatomical structure | spinal cord development |
Staget ouzh | empenn |
ID en Thesaurus NCI | C12464 |
Ar mel-livenn zo ul lodenn eus ar reizhiad nervel kreiz, dindan ar c'hef empenn. Emañ ar mel-livenn e kanol ar mellkein a dalc'h hag a warez anezhañ. Neuron ha kelligoù glia a ya d'ober anezhañ hag e roll pennañ eo treuzkas kemennadennoù nervel etre an empenn hag ar peurrest eus ar c'horf. Ur greizenn nervel emren eo ar mel-livenn ivez : gouest eo da zielfennañ kemennadennoù simpl ha reiñ urzhioù da lec'hioù resis eus ar c'horf.
Korfadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou volzadur a c'heller gwelet er mel-livenn :
Un troc'h a-dreuz er mel-livenn a lak war-wel div lodenn :
An teir filhonenn a c'holo hag a warez ar mel-livenn zo anvet (eus an diavaez war-zu an diabarzh) : pilhonenn dev al livenn, ar bilhonenn gevnidek ha pilhonenn danav al livenn. Astennoù int da bilhon an empenn. Er gavenn edan-gevnidek ez eus ul liñvenn, anvet liñvenn empenn-mel. |