Matilda Savoia
Neuz
(Adkaset eus Maud Savoia)
Ur pennad Mafalda di Savoia zo ivez.
Mafalda Savoia, pe Matilda Savoia, pe Mahaut e galleg, pe Mafalda de Sabóia e portugaleg (1125-1157), a oa ur gontez eus Savoia a voe kentañ rouanez Portugal, adal hec'h eured e 1146 betek he marv.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Amedeo III Savoia (1092-1148) ha d'e bried Mathilde d'Albon (n.v.1110-m.ap.1145)
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1146 da Afonso Iañ Portugal,
- Henrique (1147-1157?).
- Urraca Portugal (1151-1188), dimezet da Fernando II León.
- Mathilde (1149-1160), dimezet da Alfonso II Aragon, marvet da 11 vloaz.
- Sancha (1153-?), marvet en bugel.
- Sancho Iañ Portugal (1153-1211), eil roue Portugal.
Beziet e voe e Manati Santa Cruz, e Coimbra, e-kichen he fried.