Mont d’an endalc’had

Matteo Gladig

Eus Wikipedia

Matteo Gladig a zo bet ganet e 1880 e Trieste ha marvet e 1915 e Ljubljana .

Mestrc'hoarier echedoù italian.

Skolaer e oa deus e vicher. Brud a dapas pa voe trec'h e Tournamant Sokial eus "Società Scacchistica Triestina" (Kevredigezh eus an Echedoù eus Trieste) e 1905. E Tournamant Sokial Trieste e 1909 e voe eilvet goude Martinolich. E 1909 c'hoazh e c'hoarias ur match bihan a-enep da Oldřich Duras, ha tapout a reas an ingalded: +1, =2, -1. D'an 8 a viz Kerzu 1910 e reas "pat" a-enep da Schlechter en ur bartienn hag a badas peder euriad. E 1911 e voe trec'h e Tournamant Roma dirak Rosselli ha Reggio: dont a reas da vout Kampion Italia eus an "Unione Scacchistica Italiana". Pa darzhas ar Brezel bed kentañ e voe galvet da soudard el lu aostrian-hungarat. Italian en em sante: nac'h a reas sentiñ. Tapet ha toullbac'het e voe. Mervel a reas en toullbac'h e Ljubljana, amsklaer ar penaos.