Matilda Bro-Skos
Matilda Bro-Skos, ganet Edith (Dunfermline, Bro-Skos, c. 1080 - Westminister, Bro-Saoz, 1añ a viz Mae 1118), a voe rouanez kenseurt Bro-Saoz.
Merc'h e oa d'ar roue Malcolm III ha da santez Marc'harid. Desavet e voe en ur gouent e Bro-Saoz, ha dimeziñ a reas da Herri Iañ, roue Bro-Saoz, e 1100. Diwar neuze e voe graet Matilda anezhi.
Pevar bugel o doe, ha daou hepken a vanas bev :
- Matilda hag a zeuas da vezañ impalaerez santel roman dre he eured gant Herri V
- William Adelin hag a varvas e peñse ar Blanche-Nef.
Devot-kenañ e oa Matilda, kement hag he mamm. Meur a wech e rankas ober evit he gwaz aet da vrezeliñ e Normandi : meur a garta a voe sinet ganti e-lec'h gant he gwaz. Mervel a reas daou vloaz a-raok he mab William. Hag addimeziñ a reas ar roue Herri Iañ. Beziet e voe Matilda en Abati Westminster ha soñj a voe dalc'het anezhi gant an dud evel Matilda the Good Queen ("ar rouanez vat"), abalamour d'he madoberoù, evel un ospital savet evit an dud lovr e-maez Londrez. Goude he marv e veze sellet outi evel ur santez gant an dud, met ne voe ket santelezhet gant an iliz[1].