Martin Schulz
Neuz
Martin Schulz (ganet e 1955 e Hehlrath, hiziv en Eschweiler, Nordrhein-Westfalen) zo ur politikour alaman hag a zo bet levrdier. Abaoe 1994 eo dilennet e Parlamant Europa, dindan anv ar Sozialdemokratische Partei Deutschlands (Strollad Sokial-Demokrat Alamagn), unan eus kostezennoù ar Strollad Sokialour Europat. Abaoe 2012 ez eo prezidant Parlamant Europa.