Maria Leszczyńska
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Marie Leszczyńska (distaget [lɛʃ't͡ʃɨɲska] e poloneg), ganet e 1703 ha marvet e 1768, a oa ur briñsez polonat, pried d'ar roue gall Loeiz XV.
Merc'h e oa da Stanislas Leszczynski, roue Pologn (1704-1709). Dimezién a reas d'ar roue gall en 1725.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek bugel he doe:
- Élisabeth, pe Louise-Élisabeth de France, pe Elesbed Bro-C'hall (1727-1759), lesanvet Madame, ha Madame-Infante goude hec'h eured e 1739, da 12 vloaz, d'an infant Felipe (1720-1765), eontr dezhi, ha mab yaouankañ roue Spagn, Felipe V;
- he c'hoar gevell Anne Henriette pe Henriette de France (1727-1752), pe Madame Seconde, ha Madame goude eured he c'hoar gevell (1739)
- Marie Louise (1728 - 1733), Madame Troisième ha Madame Louise, marvet gant ar sifern.
- Marie Adélaïde, pe Marie-Adélaïde de France (1732-1800), Madame Quatrième, ha Madame Troisième, ha Madam Adélaïde, ha Madame goude marv Madame Henriette (1752);
- Louis-Ferdinand (1729-1765), dimezet en 1745 da Marie-Thérèse d'Espagne (1726-1746) hag en 1747 da Marie-Josèphe de Saxe (1731-1767), tad Loeiz XVI, Loeiz XVIII ha Charlez X).
- Philippe (1730-1733), dug Anjev
- Victoire Louise Marie Thérèse, pe Victoire de France, pe Madame Quatrième, ha Madame Victoire
- Sophie Philippe Élisabeth Justine (1734-1782), Madame Cinquième, ha Madame Sophie;
- ThérèseFélicité de France (1736-1744), lesanvet Madame Sixième, ha Madame Thérèse;
- Louise Marie de France (1737 - 1787), anvet Madame Septième (ha gant ar gwalldeodoù Madame Dernière rak ne vevas ken e dud a-gevret goude ma voe ganet), ha goude Madame Louise. Mont a reas da leanez.