Margaret Mitchell
Margaret Mitchell (8 a viz Du 1900 – 16 a viz Eost 1949) a oa ur skrivagnerez saoznek stadunanat hag a c’hounezas ar Priz Pulitzer e 1937 gant he romant Gone with the Wind ("Aet gant an avel"). Berzh bras en deus graet ar romant-se, pa’z eus bet gwerzhet anezhañ ouzhpenn 30 milion a skouerennoù. Ur film a oa bet savet diwarnañ e 1939, gant Clark Gable ha Vivien Leigh da aktored pennañ, ur film hag en doa graet berzh bras ivez.
Ganet e voe Margaret Mitchell en Atlanta, e stad Georgia. Koulz he zad, a oa un alvokad pinvidik anezhañ, hag he mamm a oa diskennidi da enbroidi deuet eus Iwerzhon. Mervel a reas he mamm e 1919, diwar ar grip. En he bugaleaj e klevas ar plac’hig istorioù e-leizh diwar-benn Brezel diabarzh ar Stadoù Unanet, gant ar re gozh en he familh.
Labourat a reas evit ar gazetenn The Atlanta Journal-Constitution, ma sine he fennadoù gant an anv-pluenn Peggy Mitchell, etre 1922 ha 1926. E-touez ar pennadoù savet ganti e voe ur pennad-kaoz gant an aktor brudet Rodolfo Valentino ha meur a bennad hag a gonte buhez jeneraled ar Brezel diabarzh. Paouez a reas da labourat e 1926, goude bezañ torret he ufern ha divizout chom er gêr. Neuze e krogas da sevel he romant. E 1935 e tiskouezas dornskrid al levr savet ganti d’un embanner. Dont a reas al levr er-maez e Mezheven 1936, ul levr 1037 pajenn hag a gonte ar vuhez e Su ar Stadoù Unanet goude ar brezel.
Diouzhtu e reas berzh bras he romant ha brud a dapas betek an estrenvro. War-dro ur milion a zolaroù a c’hounezas, dindan pevar bloaz, gant gwirioù al levr ha gwirioù ar film a voe savet da-heul. An istorioù kontet dezhi gant he zad, gant ar vevelien zu, gant tud all c’hoazh e-touez he c’herent hag he mignoned, diwar-benn ar Su gwechall, diwar-benn distruj kêr Atlanta gant ar jeneral William T. Sherman, diwar-benn adsavidigezh ar Su, kement-se holl a yeas d’ober ur romant en he spered.
Div wech e voe dimezet Margaret Mitchell, e 1922 hag e 1925 (e eil pried a oa paotr-enor en he eured kentañ).
Mervel a reas goude ur gwallzarvoud karr-tan e 1949 ha douaret e voe e bered Oakland en Atlanta.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Obituary, NY Times, August 17, 1949 Miss Mitchell, 49, Dead of Injuries (en)
- New Georgia Encyclopedia (en)