Mana (Rusia)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mana (stêr))

Ar Mana (rusianeg: Ма́на) a zo ur stêr e Krai Krasnoyarsk. Un adstêr eo d'ar Yenisei. Gant un hed a 475 km hag un diaz a 9 320 km² eo an eil stêr vrasañ e rannvro Krasnoyarsk. Er Menezioù Sayan emañ hec'h andon ha war-du an norzh e red betek he c'hejadenn gant ar Yenisei, 16 km diouzh Krasnoyarsk.