Malagasieg
Malagasieg (Malagasy) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Madagaskar, Komorez, Reunion |
Komzet gant : | war-dro 20 000 000 |
Renkadur : | 84 |
Familh-yezh : | Yezhoù aostronezek Yezhoù malayek-polinezek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Madagaskar |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ml |
ISO 639-2 | mlg |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | PLT |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh aostronezek eus skourr yezhoù malayek-polinezek ar c'hornôg eo ar malagasieg (malagasy) implijet gant tost da 20.000.000 den er C'homorez, er Reunion hag e Madagaskar dreist-holl m'emañ ar yezh ofisiel.
Tost-tre eo geriaoueg ar malagasieg da hini ar manyaneg (maanyan) (90% gerioù boutin) komzet e su Borneo. Levezonet eo bet ar c'heriaoueg ivez gant an arabeg hag ar yezhoù bantouek.
Ral a-walc'h eo e-touez yezhoù ar bed dre ma vez implijet ganti an urzh verb-renadenn-rener.
Skrivet e vez gant al lizherenneg latin.
Skritur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An deiz a hiziv e vez skrivet ar Malagasieg gant al lizherenneg latin padal eo bet implijet gwechall ur skritur all disheñvel-tre anvet sorabe (pe sora-be : arabat droukveskañ gant ar sorabeg) o tont eus an arabeg. An implij-se a c'hell bezañ displeget gant an darempredoù kenwerzh gant pobloù o tont eus Arabia.
-
Lizherenneg sorabe
-
Lizherenneg sorabe kozh ar Malagaseg