Françoise-Athénaïs, markizez Montespan
Neuz
(Adkaset eus Madame de Montespan)
Françoise-Athénaïs, markizez Montespan, anavezet ivez evel Madame de Montespan (Lussac-les-Châteaux, 1640[1],[2] – Bourbon-l'Archambault,1707), a oa ur pried-kleiz d'ar roue gall Loeiz XIV. Eizh bugel he deus bet gantañ.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Gabriel de Rochechouart de Mortemart ha d'e bried Diane de Grandseigne. Françoise e oa hec'h anv, met Athénaïs astagas goude, diwar lezevon giz ar priziusted. Savet e voe en Abati an Itronezed (Abbaye aux Dames) e Saintes. Pa deuas e-maez anezhañ en 1658, e oa anvet Mademoiselle de Tonnay-Charente. Galvete voe da lez Bro-C'hall gant ar rouanez Anna Aostria (diwar levezon he zintin Anne de Rochechouart de Mortemart, kamaradez d'ar rouanez), ha lakaet da servij Henriette d'Angleterre, c'hoar-gaer Loeiz XIV.