Mont d’an endalc’had

Ludovico Gonzaga-Nevers

Eus Wikipedia
Loeiz IV Nevers, poltredour dizanv. Kunsthistorisches Museum, Vienne.
Ludovico hag e bried Henriette de Clèves.

Ludovico Gonzaga-Nevers, pe Loeiz IV Nevers (1539-1595), a oa ur priñs italian, eus an Tiegezh Gonzaga, eus Mantova deuet da vout Dug Nevers .

Mab e oa da Federico II Gonzaga. Kaset e oa bet kaset gant e dud da lez Bro-C'hall da vezañ savet gant bugale ar roue gall. Dimezet e voe da Henriette de Clèves (1542 – 1601), merc'h pennhêrez François Iañ de Nevers, dug Nevers ha Rethel, hag evel-se e teuas Ludovico da vout dug Nevers, ha dug Rethel war-lerc'h e dad-kaer.