Mont d’an endalc’had

Loch Coirib

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lough Corrib)
Pesketaerien e-kichen Conga.
Kartenn eus al lenn

Loch Coirib (Lough Corrib e saozneg) eo an eil lenn vrasañ en Iwerzhon, goude Loch nEathach, hag an hini vrasañ e Republik Iwerzhon. Emañ e kornôg ar vro, war harzoù kontelezh Gaillimh ha kontelezh Maigh Eo. Dre ur stêrig, anvet Abhainn na Gaillimhe en iwerzhoneg, River Corrib e saozneg, ez a he dourioù d'ar mor e-kichen Gaillimh. 200 km² eo gorread al lenn.

Dont a ra an anv Loch Coirib eus Loch nOirbsean, anvet diwar Oirbsean Mac Alloid, un anv all evit Manannán Mac Lir, doue ar mor evit annezidi Iwerzhon gwechall. En iwerzhoneg ar vro e reer An Choirib anezhi ivez.