Levr Glas
Neuz
Ul levr skrivet gant Mu'amar Al-Qadhafi eo al Levr Glas (arabeg: الكتاب الأخضر), bet embannet evit ar wezh kentañ e 1975.
Ennañ e vez kavet mennozhioù pennañ prederouriezh politikel rener Libia. Rannet eo e teir lodenn:
- Diskoulm kudenn an demokratelezh: 'Beli ar bobl'
- Diskoulm ar c'hudennoù ekonomikel: 'Sokialouriezh'
- Diazez sokial an Trede Teorienn Hollek
Gant al levr-mañ e vez troet kein da vennozhioù evel an demokratelezh evel ma vez komprenet e broioù kapitalour ar c'hornôg ha kinnig a ra en he lec'h un doare demokratelezh eeun kaset war-raok dre guzulioù lec'hel.