Fibonacci
Neuz
(Adkaset eus Leonardo eus Pisa)
Leonardo Pisano Bigollo (war-dro 1170 - war-dro 1250) pe Leonardo Pisa, Leonardo Pisano, Leonardo Bonacci, Leonardo Fibonacci, brudetoc'h evel Fibonacci, a oa ur jedoniour italian eus ar Grennamzer, gwelet alies evel an hini gwellañ eus ar marevezh. Gantañ eo bet degaset an niveroù arabek da Europa, ha dizoloet Heuliad Fibonacci.