Mont d’an endalc’had

Lenn Victoria

Eus Wikipedia

Lenn Victoria
Broioù : Tanzania, Ouganda, Kenya
Rannvroioù : Reter Afrika
Gorread : 68 800 km²
Donder brasañ : 83 m
Hed ar ribloù : 3 440 km
Adstêr(ioù): Zala
Diazad doureier : 184 000 km²
Kêrioù pennañ
war ribl al lenn :
Mwanza, Tanzania
Kisumu, Kenya
Kampala, Ouganda

Al Lenn Victoria (Victoria Nyanza, anvet ivez lenn Ukereve) zo ul lenn vras e Reter Afrika etre Kenya, Tanzania hag Ouganda.

Lenn vrasañ Afrika eo hag unan eus al lennoù brasañ er bed. Enni emañ eienenn an Nil Gwenn, unan eus an div stêr a ya d’ober an Nil. Emañ en un tolead uhel a-walc’h (1 134 m a-us live ar mor) e traoñienn Rift Bras Afrika. Enni e kaver kantadoù a enezennoù : an inizi Ssese ; 43 anezho zo tud o chom warno.

Anvet e oa bet al lenn evel-se gant an ergerzher saoz John Hanning Speke, en XIXvet kantved, en enor d’ar rouanez Victoria.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.