Lazhadeg Lauria
Lazhadeg Lauria a voe graet entre ar 7 hag an 9 a viz Eost 1806 gant soudarded an arme c'hall dindan ar marichal André Masséna e kêr Lauria, e Rouantelezh Naplez, a oa emsavet a-enep an aloubadeg c'hall. Ur mil a dud a voe lazhet gant ar C'hallaoued.
- «Ad opera del maresciallo Massena [...] circa mille cittadini caddero sotto il ferro nemico, centoquarantadue case furono preda delle fiamme in Lauria Superiore e due terzi di tutte le altre in Lauria Inferiore, e in esse le due chiese madri e il magnifico Convento dei Minori Osservanti. Il saccheggio fu generale, generale il pianto, la desolazione, il lutto.» Diwar ober ar marichal Massena ... war-dro mil den eus kêr a voe lazhet gant klezeier an enebour, daou di ha seizh-ugent a voe c'hwezhet an tan enne, e gorre-kêr, ha div drederenn anezho e goueled-kêr, hag eno an div iliz ha kouent ar Minori Osservanti. Ar breizhadeg a voe e pep lec'h, al leñv, ar glac'har. (Tommaso Pedìo, p. 28)
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klask a reas tud kêr, gant soudarded ar roue Ferdinando, herzel an arme c'hall a oa o kerzhout war-du Naplez. D'ar 7 a viz Eost, da sav-heol e kuitaas an arme c'hall Lagonegro hag a-raok kreisteiz e tegouezhas e-tal Lauria, hervez danevell ar marichal Masséna, savet d'an 9 a viz Eost evit ar roue nevez Giuseppe Buonaparte.
- Le même Masséna, en 1806 (5 août), campagne des deux Calabres, marchait sur Lauria, l'une des villes insurgées de la Basilicate. Le premier aide-de-camp envoyé en reconnaissance vint lui annoncer que l'on y sonnait le tocsin. Placé dans le groupe qui formait son état-major, j'entendis distinctement ces mots : — Ils sonnent leur mort! — Un deuxième aide-de-camp à son tour lui fit connaître que la fusillade était commencée : — ILS SERONT BRÛLÉS! — Et Masséna, aussi laconique que le Spartiate, leur tint parole : Lauria fut livrée aux flammes. Notenn el levr Bertrand Du Guesclin : poème en sept chants, gant Jacques-Louis Lacour. Amyot, 1847.
- Masséna end-eeun, d'ar 5 a viz Eost 1806, ... a gerzhe war-du Lauria, unan eus ar c'hêrioù emsavet e Basilicata. Ar c'hentañ eil-a-gamp kaset d'ober an anavezadenniñ a deuas da gemenn edod o seniñ ar c'hleier-galv. Ha me eno e-touez ar re a oa en e guzul-ofiserien da glevout fraezh ar gerioù: - O seniñ o marv emaint! - Un eil-a-gamp all a deuas da lavarout e oa krog tennadeg ar fuzuilhoù. - Pulluc'het e vint! - Ha Masséna, ken ral e gomz evel ur Spartad, a voe feal d'e c'her : an tan a voe lakaet e Lauria.
E Lauria e oa emsavidi renet gant Vincenzo Geniale Versace. Kalz eus tud kêr ne felle ket dezho leuskel ar soudarded estren da zont e kêr, ha bec'h a savas etre ar re-se hag ar re a felle dezho kodianañ.
Dirak kêr Lauria e voe rannet an arme c'hall : ur bagad dindan ar jeneral Gardanne, a en em zalc'he war an torgennoù, e gorre-kêr; hag unan all renet gant Masséna evit gronnañ kêr. Eus Lauria e teuas tennoù war ar C'hallaoued. Lakaet e voe an tan en tier evit rediañ an emsavidi da zont er-maez.
War-dro mil a dud a voe lazhet. Ur c'hant bennak all a voe diskaret er mougevioù ma oant aet da guzhat, hag an dec'herien a voe fuzuilhet pe krouget. Maouezed ha bugale a voe jahinet ha lazhet. Kaoz a voe eus soudarded kors a lazhas betek ar glañvourien en o gweleoù.
Goude al lazhadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Freuz ha reuz a voe lakaet e kêr goude al lazhadeg, gant aotre Masséna.
E 1815, pa zistroas ar roue Ferdinando da Naplez, e voe roet da gêr Lauria an titl a Semper Fidelis abalamour d'o nerzh-kalon en o stourm ouzh o bourevien.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Raffaele Viceconti, Il sacco di Lauria: vicende storiche del 1806-07, Zanichelli, 1903.
- Raffaele Viceconti, Vicende storiche della città di Lauria, Napoli, Tip. Don Marzio, 1913.
- Autori vari, Dizionario delle battaglie, Milano, Mondadori, 1968.
- Tommaso Pedìo, Brigantaggio meridionale: (1806-1863), vol. 2, Capone, 1987.
- Antonio Boccia, Massacro a Lauria. La resistenza antigiacobina in Basilicata (1799-1806), Napoli, Il Giglio, 2006, ISBN 978-88-902010-1-1