Lammoù-dour an Niagara
Neuz
Lammoù-dour an Niagara (Niagara Falls e saozneg, distaget [naɪˈæɡɹə], Gahnawehtaˀ pe Tgahnawęhtaˀ e kayugaeg[1]) eo an anv stroll roet da dri hollad lammoù-dour war an harzoù etre ar Stadoù-Unanet ha Kanada, ent-strizh etre Stad New York ha proviñs Ontario. Horseshoe Falls eo ar re vrasañ, eus tu Kanada emaint; American Falls a zo eus tu ar Stadoù-Unanet, koulz hag ar Bridal Veil Falls anezho ar re vihanañ. Emañ al lammoù-dour war ar stêr Niagara a ya eus Lenn Erie da Lenn Ontario. N'int ket gwall uhel (57 m d'ar muiañ), met bras eo ar c'hementad dour a gouezh eno (2800 m³/s) hag al lammoù-dour brudetañ eus ar bed int deuet da vezañ.