Mont d’an endalc’had

Lammoù-dour an Iguazú

Eus Wikipedia
Lammoù-dour an Iguazu gwelet eus Brazil

Lammoù-dour an Iguazu (pe Iguassu, pe Iguaçu), anavezet e portugaleg evel Cataratas do Iguaçu, hag e spagnoleg evel Cataratas del Iguazú, a zo lammoù-dour war ar Stêr Iguazu a ra an harzoù etre stad Paraná e Brazil ha proviñs Misiones en Arc'hantina. Adal al lammoù-dour e komzer eus Iguazu Izel pe Uhel.

Lammoù-dour an Iguazu

N'eo ket ul lamm-dour met 275 a zo, a-hed 2.7 km eus red ar stêr Iguazu.

Unan anezho, anvet Garganta del Diablo pe Garganta do Diabol (Korzailhenn an Diaoul, e brezhoneg), zo dezhañ stumm un U, 82 metrad uhelder, 150 metrad ledander, ha 700 metrad hed. An hini souezhusañ eo, ha hennezh a verk an harz etre Arc'hantina (80%) ha Brazil (20%).

Gwenodennoù da dostaat

Mont a c'haller d'al lammoù-dour adalek div gêr a bep tu dezho:

Lammoù-dour an Iguazu hag ar re all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwelet eus ur c'harr-nij e tu Arc'hantina
Lammoù an Iguazu
Garganta del Diablo ("Korzailhenn an Diaoul")
Lamm-dour ha touristva brazilian