Knout
Neuz
Ar c'hnout (кнут en ruseg) zo ur skourjez a veze implijet en Impalaeriezh Rusia da skourjezañ an dorfedourien hag enebourien bolitikel ar gouarnamant. Arouez gwaskerezh ar stad hag an dsared e oa deuet da vezañ.
Knout bras
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwisket e veze korf an den kondaonet, ha staget ouzh ur peul pe un treust pe dalc'het gant un den all. Gant an taolioù e veze drailhet ar c'hroc'hen, adalek ar gouzoug betek ar vandenn.