Kinesiotapiñ
Ur vandisenn stirennek begus eo ar ginesiodapenn. Implijet vez a-benn sikour pareañ ar gloazoù. Krouet eo bet gant ur c'hiropraktour japanat anvet Kenso Kase hag a oa karget da louzaouiñ Skipailh olimpek Volley-ball Bro-Japan. Disheñvel eo ar vandenn-mañ eus ar re all abalamour d'he ferzhoù stirennek a un tuadur.
Kinesio IP, LLC owns the trademarks KINESIO and KINESIO TAPING.
Hervez an doare da lakaat anezhi e c'hall tanavaat c'hwezhadurioù ha bronduoù, broudañ pe danavaat ar gwaskadennoù-gigenn dre dastaol, stabilaat ar melloù.
Tu a zo da danavaat ar c'hwezhadurioù o lakaat ar ginesiotapenn gant un doare roet. Gant stummañ plegoù e-live ar c'hroc'hen ez eus tu da vroudañ tremeniri an dourell lenfatek ha neuze dizourañ al lodenn tannijenet.