Mont d’an endalc’had

Kevre Katolik

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kevre katolik)
Prosesion gant tud armet eus ar C'hevre Katolik e Pariz en 1590, Mirdi Carnavalet.
Muntr Henry Iañ, Dug Guise, penn ar C'hevre katolik, gant ar roue gall Herri III, en 1588.
Medalenn « Charlez X » graet gant tud ar C'hevre e-tro 1589.

Ar C'hevre (la Ligue), pe ar C'hevre Katolik (la Ligue catholique), pe ar C'hevre Santel (la Sainte Ligue) pe an "Unvaniezh Santel" pe c'hoazh "Unvaniezh Santel Pariz" (la Sainte Union (de Paris)) eo an anvioù roet d'ur gostezenn bolitikel gatolik c'hall hag a glaske difenn ar relijion gatolik a-enep d'ar brotestanted, e-pad Brezelioù ar Relijion er XVIvet kantved er Rouantelezh c'hall.

Savet e oa bet gant Henry, Dug Guise en 1576[1]. Mennet e oa tud ar C'hevre da gas kuit ar Brotestanded eus ar Rouantelezh c'hall.

Sikouret e oa en diavaez gant ar pab Sikstus V, gant Felipe II, Roue Spagn, ha gant ar Jezuisted.

Kement a verzh e ra ar gostezenn ken e teu da vezañ risklus evit ar vonarkiezh. E 1588 e teu a-benn da skarzhañ ar roue Herri III eus ar gêr-benn. Ar C'hevre a wana tamm-ha-tamm avat dirak trec'hioù ar roue Herri IV.

Unan eus an dañjerioù brasañ evit ar vonarkiezh c'hall e voe a-raok deroù an hollveliegezh, gant ar Fronde, er c'hantved war-lerc'h. Ar reoù-mañ a viras en o spered ar C'hevre, evel skouer.

  1. Holt, Mack P. : The French Wars of Religion, 1562-1629, page 122. New York, 1995

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.