Kentañ Levr an Danevelloù
Neuz
Kentañ Levr an Danevelloù zo ul levr eus an Testamant Kozh. En Tanac'h ez eo kentañ lodenn Levr an Danevelloù. Ennañ e kaver nav fennad warn-ugent. Dek anezho a bled gant un tennad-amzer a ya eus Adam betek marv Shaoul ha naontek gant ren ar roue David.
Ar pennadoù kentañ ne reont evit gwir nemet reiñ anvioù, lignezoù, kerentiezhoù, da lavarout eo an holl remziadoù o deus, a-hed ar c'hantvedoù, prientet, hervez an oberour, donedigezh David. Eñ, dilennad Doue, eo haroz lodenn gentañ an Danevelloù. Prederiet eo David da gentañ gant e gefridi e-keñver Doue : diazezañ ur gumuniezh, Israel, ur gêr-benn, Jeruzalem, ha sevel un ti evit azeuliñ Doue (daoust ma ne vo ket tizhet ar pal diwezhañ-se gantañ)[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (br) Troidigezh An Tour-tan, Levrenn 4, p 370