Kenunaniezh Pologn ha Lituania
Kenunaniezh Pologn ha Lituania a oa ur stad divvroadel savet diwar unaniezh Pologn ha Lituania dindan ar memes kurunenn. Er XVIvet ha XVIIvet kantved e oa brasañ ha tudetañ bro en Europa, gant 1,000,000 km2 hag 11 milion a dud enni e deroù ar XVIIvet kantved.
Padout a reas ken na voe rannet Pologn etre Rusia, Prusia, hag Aostria e 1795.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv ofisiel ar stad e oa Rouantelezh Pologn ha Dugelezh Lituania (Królestwo Polskie i Wielkie Księstwo Litewskie e poloneg; Lenkijos Karalystė ir Lietuvos Didžioji Kunigaikštystė e lituaneg; Королівство Польське та Вели́ке кня́зівство Лито́вське en ukraineg, Каралеўства Польскае і Вялікае Княства Літоўскае e belaruseg).
A-raok ar XVIIvet kantved e veze graet gant an anv latin en emglevioù etrebroadel ha skridoù diplomatek, dalavarout eo gant Regnum Poloniae Magnusque Ducatus Lithuaniae.
Adal ar XVIIvet kantved e teuas da vout Sichantañ Republik Pologn ( Najjaśniejsza Rzeczpospolita Polska e poloneg, ha Serenissima Res Publica Poloniae e latin). An dud a gomze eus "Rzeczpospolita" ( Рѣч Посполита e ruteneg, Žečpospolita e lituaneg).
E Kornogeuropa e veze lavaret Pologn hepmui, oc'h ober gant an doare pars pro toto.
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Poloneg - a oa yezh ofisiel kentañ an noblañs er Genunaniezh e gouarnamant ar Gurunenn hag adal 1697 en Dugelezh Veur kenkoulz all.
- Latin - a oa ivez ur yezh ofisiel ; implijet e veze en darempredoù etrebroadel hag eil yezh alies e-touez an noblañsoù.
- Galleg - ne oa ket ofisiel ; hogen kemer a reas lec'h al Latin e lez ar roue e Varsovia e deroù an XVIIIvet kantved en darempredoù etrebroadel. Yezh ar skiant hag al lennegezh e oa hag eil yezh an noblañs.
- Ruteneg - pe Slavoneg; a oa yezh ofisial gouarnamant an Dugelezh Veur betek 1697 (pa voe kemeret e lec'h gant ar poloneg); implijet e veze e darempredoù etrebroadel zo hag ar rannyezhoù anezhañ a veze komzet stank en Dug
- Arabeg - ne oa ket ofisiel