Katsushika Hokusai (japaneg : 葛飾 北斎 ; an anv-tiegezh eo 葛飾 Katsushika), ganet d'an 31 a viz Here1760 ha marvet d'an 10 a viz Mae1849, hollvrudet dre e anv-bihan Hokusai, a oa un arzour, ul livour, un tresour hag ur skrivagner japanat. Brudet-bras eo e oberenn anavezet dindan an anv Ar wagenn veur.
神奈川沖浪裏 Kanagawa-oki Nami Ura (1831)
« Edan ar wagenn a-vaez da Ganagawa[1] » – Engravadur war goad – 25,7 x 37,9 cm
« 36 gwel eus Menez Fuji » (富嶽三十六景 Fugaku Sanjūrokkei) zo ur stirad 36 stamp bet aozet gant Hokusai adalek 1831 betek 1833. An hini kentañ anezho eo Ar wagenn veur.
No.
Anv
1
神奈川沖浪裏 Kanagawa oki nami-ura "Edan ar wagenn a-vaez da Ganagawa"
2
凱風快晴 Gaifū kaisei "Avel su, beure sklaer"
3
山下白雨 Sanka hakuu "Barr-arnev edan ar blein"
4
深川万年橋下 Fukagawa Mannen-bashi shita "Edan pont Mannen e Fukagawa"
5
東都駿台 Tōto Sundai "Sundai, Edo"
6
青山円座松 Aoyama Enza-no-matsu "Ar bineg en Aoyama"
7
武州千住 Bushū Senju "Arsav Senju"
8
武州玉川 Bushū Tama-gawa "Arsav ar stêr Tama"
9
甲州犬目峠 Kōshū Inume-tōge "Ode Kōshū Inume"
10
尾州不二見原 Bishū Fujimigahara "Ur park e Fujimigahara"