Karlskrona
Neuz
Karlskrona zo ur gêr eus Sveden, e proviñs istorel Blekinge hag e kontelezh Blekinge. E 2010 e oa 35 212 a annezidi.
Krouet e voe Karlskrona e 1680 gant ar roue Karl XI, a oa fellet dezhañ diazezañ pennlec’h morlu Sveden e kreisteiz ar vro, a-dal da aodoù Alamagn ha Danmark, kentoc’h eget e Stockholm. En enezennig Trossö e voe diazezet ar porzh-brezel nevez ha roet e voe dezhañ an anv Karlskrona en enor d’ar roue. Bremañ c’hoazh ez eo Karlskrona ur porzh-brezel a bouez hag eno emañ ivez penngreizenn Gwarded-aod Sveden.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Kêr |
---|---|
Danmark | Hillerød |
Norvegia | Horten |
Finland | Loviisa |
Island | Ólafsfjörður |
Lituania | Klaipėda |
Polonia | Gdynia |
Latvia | Aizpute |
Ezklozadur Kaliningrad (Rusia) | Baltiysk |
Alamagn | Rostock |