Kaozeal:Sant-Petersbourg
Brezhonekaat
[kemmañ ar vammenn]Lenn a ran Sankt-PeterSburg gant un S, e levr Jarl Priel : Va buhez e Rusia. Ur fazi zo eta en titl met daoust hag implijet eo bet ar stumm-se gant unan bennak all? Daoust ha ne vefe ket gwell eeunaat an anv ha lavaret evel ma rafemp e brezhonegerien dirusek ma'z omp (me atav da vihanañ) : SaNT-PeterSbourg. Pe lakaat daou bennger gant un adkas eus Sankt-PeterSburg da SaNT-PeterSburg hepken --Kadwalan 11 Mez 2007 da 16:48 (UTC)
- A-du ganit. An anvioù gant sant zo aes ha naturel o brezhonekaat. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 07:34 (UTC)
Feketal
[kemmañ ar vammenn]Lenn a ran da skouer, goude bout feketet un tamm :
- "Deraouet e oa e Sant Petersbourg kêr-benn ar vro, ar reveulzi..." Yeun ar Gow, Al Liamm Nnn 177, p.259 (meneget e geriadur R. ar Porzh, pennad deraouiñ.
- ENVB.GWAL.10 p.67 bez' e voe kannadour�arme e Sant-Petersbourg, meneget er Geriadur Istorel, er pennad "kannadour-arme" --Kadwalan 11 Mez 2007 da 22:47 (UTC)
Ne soñj ket din e teu "Sankt-Petersbourg" diwar an alamaneg, diwar ar ruseg ne lavaran ket. Jarl Priel ne oa ket alamaneger met ur mailh e oa war ar ruseg poz dezhañ e-unan.Ne vez implijet ar stumm-mañ eus anv ar gêr-se nemet gantañ.--Kadwalan 12 Mez 2007 da 07:13 (UTC)
- Ret e vije dit sellet ouzh ar stumm alamanek.
- En istor eo bet an alamaneg ur yezh bras he levezon e lez an tsar Pêr. Diouzh a ouzon ne oa ket bet dibabet un anv rusek gantañ evit e gêr. Ha gant an dzarez Katell (kemmadur ts/dz), un alamanez, e vo roet ton d'an alamaneg ivez.
- Evit an "s", ma n'eo ket eus an alamaneg e teu, eus a belec'h? An dro-berc'hennañ eo. Tre evel e saozneg e en:Peterstown, en:Petersborough, en:Johnstown, hag all. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 07:34 (UTC)
- Lenn a ran ivez Sant-Petersbourg e levr istor Diwan evit an trede klas, p. 4. Setua ra pevar skrivagner a-enep unan memes tra.
Gwir eo ez eo ur ger alamaneg a orin, evel just, met dre ar rusianeg ez eo deut stumm Jarl Priel e brezhoneg. --Kadwalan 12 Mez 2007 da 17:02 (UTC)
- Gant ar brav hag an aes e oa "Leningrad" Neal (Kaozeal) 14 Mae 2008 da 15:42 (UTC)
- Dibab ebet a zo bet graet ? Padal e welan o peus o toullad arguzennoù ha displegadennoù. Ha posubl e vefe dibab bremañ ? A galon --Y-M D 22 Gwe 2009 da 13:33 (UTC)
- Gant ar brav hag an aes e oa "Leningrad" Neal (Kaozeal) 14 Mae 2008 da 15:42 (UTC)
- Ken brav all e oa Petrograd.193.52.64.243 22 Gwe 2009 da 13:49 (UTC)
Distagadur
[kemmañ ar vammenn]N'eus /s/ ebet etre "Peter" ha "bourg" ; setu amañ distagadur Санкт-Петербу́рг [sankt pʲɪtʲɪrˈburk] Sankt-Peterbourg (ha Leningrad, Petrograd, Piter) : --90.32.34.101 18 Ebr 2020 da 20:24 (UTC)
- Ya, s ebet e rusianeg, padal un s e galleg, hag ar vrezhonegerien zo levezonet gant eben dreist-holl. Neuze ne gavan ket diot chom gant an s-se. Sant-Petersbourg zo tostoc'h ouzh an doare brezhonek da zistagañ an traoù. D'ar c'hontrol e kavan diaes da zistagañ Sankt-Peterbourg e brezhoneg peogwir ne vez ket rollet an r gant kalz a dud ken, ket ganin bepred, gant ar rusianegerien ne lavaran ket.--Arko (kaozeal) 18 Ebr 2020 da 21:13 (UTC)