Kaozeal:Rakverb
Neuz
(Adkaset eus Kaozeal:Raokverb)
Me gav din e tlefed skrivañ "rakverb" kentoc'h. "Raok" ne vez ket implijet evel rakger evit sevel gerioù ha goude holl n'eus "rakverb" all ebet din da c'hoût?--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 13:52 (UTC)
- N'oûn ket hag-eñ e teu prim a-walc'h ar respont ar wezh-mañ, met disheñvel-tre eo ur rakverb (Roparzh Hemon) anvet ivez adverb (Diwan) (saoz. "adverb"]] diouzh un tu diouzh ur raokverb (saoz. "preverb") diouzh an tu all. Gwir eo e vije bet gwell gallout ober gant an termen "rakverb" evit treiñ "preverb" met implijet eo bet dija gant Roparzh Hemon evit treiñ "adverb", pra ri?. N'eus forzh penaos e rankfe bezañ anat n'eo ket kavatal ster an daou dermen-se dre ma vez kinniget ouzh al lennerion/ezed sellet ivez ouzh ur pennad all (n'eo ket bet krouet c'hoazh) anvet "rakverb".Neal (Kaozeal) 11 Ebr 2007 da 14:14 (UTC)
- Dao war ma beg. N'on ket bet o klask hag, e-leal, ne ouien ket. Ne soñj et din e vez implijet ar ger-se c'hoazh avat ha ne vije ket ezhomm sevel ur pennad all. Hag eñ az teus soñjet e "kentverb" (gwiriet em eus en taol-mañ)? --Kadwalan 11 Ebr 2007 da 14:37 (UTC)
- Ya, soñjet em boa met kavet em boa gwell chom hep implijout an nevec'her "kentverb" rak dre dost e vefe d'am soñj ouzh an tremen kenverb am boa c'hoant implijet evit treiñ "coverb"... hm... Savet e vo un adkas memestra. Trugarez.Neal (Kaozeal) 11 Ebr 2007 da 15:00 (UTC)
Dek vloaz goude ar gaoz uheloc'h, piv 'ra gant ar ger "raokverb"? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Meu 2017 da 08:48 (UTC)
- Goulennet em eus e vefe adanvet aze : Goulenn adanvel Raokverb -> Rakverb. Evit a sell ouzh an anv, sellit ouzh Raokverb#Emdroadur ar ger hag ouzh Adverb#Termenadurezh. Baleer (kaozeal) 17 Meu 2017 da 11:40 (UTC)