Kaozeal:Roll ar romanterien vrezhonek hag o oberennoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gav ket deoc'h ez eus ur bajenn a re, etre homañ ha Listenn ar romantoù skrivet e brezhoneg ? Jañ-Mai 7 Mae 2007 da 13:03 (UTC)[respont]

Ur blaz iskis a gavan da anv ar pennad: Listenn ar romantoù brezhonek dre skrivagner. Pet litrad laezh dre vuoc'h, dre zen, a gomprenan. Ul listenn dre skrivagner? N'ouzon ket penaos brezhonekaat an titl-se, met din-me n'eo ket brezhoneg. Kergidu 10 Mae 2007 da 14:03 (UTC)[respont]
Ne gav ket deoc'h ez eus ur bajenn a re, etre homañ ha Listenn ar romantoù skrivet e brezhoneg ? Jañ-Mai 7 Mae 2007 da 13:03 (UTC)[respont]

Kinnig a ran ma vo graet gant roll e-lec'h listenn a zo ur ger dibaot. Gwelloc'h ober gant roll implijet muiañ ha degemeret a-gozh er Wiki.
Gwelloc'h eo berraat da "Roll ar romantoù skrivet e brezhoneg" pa vez meneget anvioù an oberourien gant re o oberennoù peurvuiañ. Ur roll ar romantourien vrezhonek (ha n'eo ket romanterien a zo ar stumm paotañ) a c'hell bezañ ivez. Evel just, n'eus ket ezhomm menegiñ eo breizhidi ar romantourien-se (ne vezont ket holl eus Breizh). Gwelloc'h ober gant ar reoladoù etrebroadel : titloù an oberennoù distag gant lizherennoù stouet (ar c'hontrol evit ar pennadoù). Implijout In : <titl ar gelaouenn, niv. X, miz(où), bloaz, YY-ZZ p.p. evit an oberennoù embannet e korf ur gelaouenn. --Ch. Rogel 13 Gou 2007 da 16:54 (UTC)[respont]

Un tamm urzh zo bet lakaet, a-benn ar fin ha gant poan ha kenlabour (bennozh da Venoni, e-touez tud all), er romantoù brezhonek. Marteze n'eo ket poent adlakaat mesk. Gwelloc'h mont da lakaat urzh e rummadoù al lennegezh penn-da-benn, ezhomm zo. Sed ma soñj. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 17:00 (UTC)[respont]

Yaouankiz ha krennarded[kemmañ ar vammenn]

Peseurt kemm zo etre romantoù evit krennarded ha re all evit ar yaouankiz, ne welan ket mat. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 16:39 (UTC)[respont]

Pa n'on ket em zi, ne c'hellan ket gwiriañ evit peseurt oad eo bet savet an titl-se. setu perak em eus skrivet "yaoaunkiz" da c'hortoz. Ret e vo ober an diforc'h etre ar grennarded hag ar skolidi. --Ch. Rogel 13 Gou 2007 da 16:43 (UTC)[respont]

Ne welan ket gwelloc'h peseurt kemm zo. Na daoust ha ret eo ober ur c'hemm? N'eus ket mall. Ne ginnigan ket na freuz na drailh na diskar , evel lod goude peder munutenn. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 16:50 (UTC)[respont]

Marteze...[kemmañ ar vammenn]

... e vo poent distagañ ar 21añ kantved diouzh ar re all: techet eo da hiraat, hag ar re all a-raok ne raint ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Kzu 2012 da 12:57 (UTC)[respont]

Laurence Lavrand[kemmañ ar vammenn]