Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Bethlehem (Palestina)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaozeal:Betlehem)

Pennad doubl da vezañ kenteuzet gant Bethlehem. Pe anv implijout? E geriadur Roparzh Hemon e kaver "Bezleem". Neal (Kaozeal) 5 Gwe 2007 da 17:04 (UTC)[respont]

D'am soñj eo gwelloc'h implijout an anv muiaén implijet gant ar beleien (o labourat e brezhoneg): da laret eo Betlehem. Ar stumm-mañ eo z'eus tu kavout er c'hantikoù, en testennoù pe memes en aviel troet e brezhoneg. --Gwendal.P 5 Gwe 2007 da 17:44 (UTC)[respont]

An anv n'eo ket perc'henniezh ar gristenien, gant o beleien pe hepte.
Meur a droidigezh zo eus an Aviel: petra eo an holl stummoù?
N'eo ket bet implijet Bezleem gwech ebet? Nag ur wechig bennak? Alfoñs ar Werenn 6 Gwe 2007 da 08:16 (UTC)[respont]

Din-me eo heñvelig a-walc'h ar stumm implijet (hep "h" mar vije truezlizherennet diwar ar stumm arabek hervez boazioù ar raktres-mañ...) gant ma vo dibabet ur stumm nemetañ evit titl ar pennad pennañ ha neuze e c'hello bezañ savet adkasoù davetñ diwar stummoù all. Neal (Kaozeal) 5 Gwe 2007 da 17:47 (UTC)[respont]

Atav em eus klevet ha lennet Betlehem, skrivañ a ran evel-se neuze. Pa glasker er wiki anv ar gêr-se e skriver ar peurliesañ Betlehem Neketa?--Gwendal 10 Gwe 2007 da 17:50 (UTC)[respont]

Betlehem eo ar ger wellañ, rak gant an "h" e-kreiz e vez adkavet blaz an arabek, hag e "Betlehem" e vez implijet an arabek gant an dud.--Tonks 14 Gwe 2007 da 18:33 (UTC)[respont]

N'eus bet tizhet emglev da vat war an dachenn-mañ, pennad doubl kaset da Betlehem da c'hortoz Neal (Kaozeal) 22 Her 2007 da 08:48 (UTC)[respont]

El levr Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez, gant Erwan Vallerie, e lenner kement-mañ, p. 490 : "Dedennus eo avat emdroadur an [θ] en anv Bethleem : Bethleem, Bezlem, Bezleem, Betzleem (Dictionnaire Etymologique du moyen breton, 228), Belem (Christmas Hymns, 186)". E skridoù eus an ugentvet kantved ne'm eus kavet nemet ar stumm Bethleem : Kelennadurez war al levr katekiz (1931) p. 22, Kantikou brezounek Eskopti Kemper ha Leon (1908) p. 123 (Nouel/Pa voe ganet Jezuz), Kantikou brezonek Eskopti Kemper ha Leon (1942) p. 141 (Sklerijenn gaer lugernus). --Llydawr 6 Gen 2008 da 10:22 (UTC)[respont]