Juntad ar c'haezour
Neuz
Juntad ar c'haezour eo koubl diaraok al lestr, stummet gant an daou askorn klun. Emañ dirak ar c'hwezigell hag a-us an organoù gouennañ : kourzh ar barez ha kalc'h ar par.
Er vaouez dougerez, juntad ar c'haezour a dremen eus 4-5 mm da 9 mm. A-wechoù e c'hell distagañ an daou askorn klun an eil diouzh egile pe da vare ur gwilioud, pe a-raok.