Mont d’an endalc’had

Josepha Conti

Eus Wikipedia
Poltred Josepha Conti.

Josepha Conti, ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1825 ha marvet d'an 28 a viz Du 1881, a oa ur servijerez koant eus Bavaria en XIXvet kantved.

Merc'h henañ ur vatezh e oa. Da 15 vloaz, e 1840, e voe dimezet d'al livour Anton Conti, 45 bloaz dezhañ. O chom edont er Briennerstrasse, en München, nepell diouzh palez ar roue Ludwig Iañ Bavaria.


Poltredet e voe gant Joseph Karl Stieler e 1844, pa oa 19 vloaz. Adstagañ a reas an arzout gant an alegoriennoù evel en e oberoù kentañ eus ar rummad. Lakaet e voe Josepha da zougen ur gurunennad roz, ha da sellout trema an neñvoù, e doare al leanez ha santez Rosa de Lima.

Serret e voe an oberenn e dastumad Ludwig Iañ, roue Bavaria, ha diskouezet e Poltredaoueg ar gened.