Janed Kent
Janed Plantagenêt pe Janed Kent (pe Joan of Kent e saozneg, lesanvet the Fair Lady of Kent), ganet en 1328, marvet e 1385 e kastell Wallingford, a oa kontez Kent.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Edmont Woodstock (Edmund of Woodstock) (1301-1329), kentañ kont Kent, ha da Margaret Wake, trede baronez Wake of Liddell, ha merc'h-vihan d'ar roue Edouarzh Iañ .
He zad Edmund a oa ur breur yaouank da Edouarzh II. Skoazell d'e vreur roue a reas Edmund, ma voe bec'h etrezañ hag ar rouanez, Isabella of France, hag he serc'heg Roger Mortimer, Kentaén Kont March.
Dimezet e oa bet da Thomas Holland († 1360), met hennezh a oa aet kuit ha soñjal a rae an dud eoa marv. Neuze e timezas e 1348 da Guillaume de Montaigu, kont Salisbury. Ur pennadig goude e tegouezhas Thomas Holland hag ec'h embannas e oa bet euredet da Janed, ma voe ret terriñ eil eured Janed en 1349 hag e vevjont a-gevret.
O bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Thomas (1350-1397), kont Kent
- Janed Holland (1350-1384), dimezet da Yann IV (dug Breizh)
- John (1352-1400), duged Exeter
- Maud († 1392), dimezet en 1363 da Hugues de Courtenay († 1373), ha goude da Waléran III Luxembourg (1357-1415), kont Ligny ha kont Saint-Pol.
Intañvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa intañvezas ec'h addimezas en 1361 da Edouarzh Plantagenêt, priñs Kembre ha dug Akitania, lesanvet ar Priñs Du , ha daou vugel o doe :
- Edouarzh (1365-1372)
- Richarzh II Bro-Saoz (1367-1400).
e