Jan Zábrana
Neuz
(Adkaset eus Jan Zabrána)
Ur skrivagner tchek eo Jan Zábrana. Ganet eo bet e 1931 e Herálec (Moravia) e Tchekoslovakia (Republik tchek hiziv an deiz). Mervel a reas e 1984. Goude taol-reveulzi Praha (1948) e voe kondaonet e vamm da 18 vloaz toull-bac'h, e dad da 10 vloaz toull-bac'h, hag eñ a voe skarzhet eus ar skol-veur e 1952.
Jan Zábrana a labouras neuze en ul labouradeg sevel bagonioù, ha goude-se evel troour diwar ar rusianeg hag ar saozneg. Lakaat a reas embann tri romant polis ha teir dastumadeg barzhonegoù er bloavezhioù 1960. E zeizlevr Celý život (Ur vuhez-pad), en holl 1 1000 pajennad, a voe adkavet goude e varv, hag embannet e 1992.