Jakez, eskob Jeruzalem
Jakez, lesanvet "ar Yaouankañ" a oa kar da Jezuz (mab da Gleofas ha da Vari (unan eus ar "merc'hed santel")[1]. Ne oa ket unan eus an Daouzek Abostol, ne voe ket diskibl da Jezuz e-kerzh e vuhez zoken. Dont a reas goude da vezañ penn ar "Yuzevien-kristen" ha kemer a reas ur perzh pouezus en tabut evit gouzout hag-eñ e oa ret amdroc'hañ ar baganed a zeue da vezañ kristen (Ober. 15, 13-21).
Gellout a ra "bezañ anvet abostol en ur ster ledan evel Barnaba ha reoù all"[2].
Gwelet e voe gant an hengoun katolik evel aozer Lizher Sant Jakez, an hini kentañ eus al Lizheroù katolik. Bibliourien zo a laka an deorienn-se en arvar bremañ (gwelout La Bible de Jérusalem, Cerf, embannadur 1998, p. 2080).
Labezet e vefe bet e 62 GJK war urzh ar beleg meur Ananoz hervez an istorour Flavius Josephus.
Lakaet eo bet war roll ar sent gant an iliz katolik