Mont d’an endalc’had

Jafrez IV (kont Anjev)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jafrez IV)

Jafrez IV (Geoffroy Martel e anv gallek) , marvet d'an 19 a viz Mae 1106, a voe kont Anjev war un dro gant e dad, eus 1098 da 1106. Mab e oa da Foulk IV, kont Anjev ha Teurgn, ha da Ermengarde de Bourbon.

Ganet e oa etre 1070 ha 1075. War-dro 1098, gant souten baroned Anjev, en em savas a-enep e dad, dre ma ne oa ket a-du gant e bolitikerezh, ha rediañ a reas anezhañ da rannañ gouarnamant ar kont. Stourm a reas ivez a-enep sujidi nann-hesent ha muntret e voe e-pad seziz Candé, e 1106, marteze diwar atiz e dad.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Anselme de Sainte-Marie hag M. Du Fourny, Histoire généalogique et chronologique de la maison royale de France, des pairs, grands officiers de la Couronne, de la Maison du Roy et des anciens barons du royaume, T6, La compagnie des libraires, Pariz, 1730 p.15 Liamm Gallica : [1]