Chapel Itron Varia Rokamadour
Neuz
(Adkaset eus Itron Varia Rokamadour)
Itron Varia Rokamadour[1],[2],[3],[4] zo ur chapel e Kameled[5]. Savet eo bet er XVIIvet kantved, etre 1610 ha 1683, e mein melen Logonna.
Meur a chapel zo bet en he raok eno.
- Unan a oa bet savet e 1527, hervez pezh a lenner war ur maen er voger : «LAN M Ve XXVII FVT FONDE LA CHAPELLE Nre DAe ROC»[6]. Roud zo en dihelloù eus ur chapel all e 1373, hag ivez e 1183 pa voe savet ar chapel da Itron Varia Rokamadour goude distroet Abad Daoulaz eus un dro-birc'hirinañ da Rocamadour, evit reiñ bod da birc'hirined eus broioù an hanternoz hag a zegouezhe e Kameled kent lestrañ d'o bro.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskaret e vije bet tour ar chapel e 1694 gant ur boled-kanol en emgann Traezh Rous hag Itron Varia Rokamadour a adskoas ar boled war al lestr kablus, ma'z eas d'ar strad.
E 1910 e voe adsavet an tour. Pardon a vez bep bloaz d'ar Sul kentañ miz Gwengolo hag enoret e vez an dud marvet war vor.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ André Guilcher, "Toponymie de la Rade de Brest et de ses abords", Extraits des Annales hydrographiques, 1954, p.12.
- ↑ Bernez Rouz, "Anvioù-lec'h an Erge Vras", Hor Yezh, niv.122, 1978, p.40.
- ↑ Lec'hienn touristerezh Breizh
- ↑ Kartenn Breizh 1/250 000vedenn, Blay Foldex, Ofis ar Brezhoneg, 2003.
- ↑ [1]
- ↑ René Couffon, Alfred Le Bars, Diocèse de Quimper et de Léon – Nouveau répertoire des églises et chapelles, Kemper, 1988, p.46.