Chapel Itron Varia Rokamadour

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar chapel, war ar porzh

Itron Varia Rokamadour[1][2][3][4] zo ur chapel e Kameled[5]. Savet eo bet er XVIIvet kantved, etre 1610 ha 1683, e mein melen Logonna.

Meur a chapel zo bet en he raok eno.

  • Unan a oa bet savet e 1527, hervez pezh a lenner war ur maen er voger : «LAN M Ve XXVII FVT FONDE LA CHAPELLE Nre DAe ROC»[6]. Roud zo en dihelloù eus ur chapel all e 1373, hag ivez e 1183 pa voe savet ar chapel da Itron Varia Rokamadour goude distroet Abad Daoulaz eus un dro-birc'hirinañ da Rocamadour, evit reiñ bod da birc'hirined eus broioù an hanternoz hag a zegouezhe e Kameled kent lestrañ d'o bro.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskaret e vije bet tour ar chapel e 1694 gant ur boled-kanol en emgann Traezh Rous hag Itron Varia Rokamadour a adskoas ar boled war al lestr kablus, ma'z eas d'ar strad.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1910 e voe adsavet an tour. Pardon a vez bep bloaz d'ar Sul kentañ miz Gwengolo hag enoret e vez an dud marvet war vor.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. André Guilcher, "Toponymie de la Rade de Brest et de ses abords", Extraits des Annales hydrographiques, 1954, p.12.
  2. Bernez Rouz, "Anvioù-lec'h an Erge Vras", Hor Yezh, niv.122, 1978, p.40.
  3. Lec'hienn touristerezh Breizh
  4. Kartenn Breizh 1/250 000vedenn, Blay Foldex, Ofis ar Brezhoneg, 2003.
  5. [1]
  6. René Couffon, Alfred Le Bars, Diocèse de Quimper et de Léon – Nouveau répertoire des églises et chapelles, Kemper, 1988, p.46.