Isabel of Gloucester

Eus Wikipedia

Isabella Gloucester, pe Isabel of Gloucester (war-dro 1173 – 14 a viz Here 1217), a oa ur gontez saoz ha kentañ pried Yann Dizouar a-raok ma voe lakaet da roue. Anvioù zo bet roet dezhi ivez: Isabel, Hadwisa, Hawisia, Hawise, Joan, Eleanor, Avise, hag Avisa.

Merc'h e oa da William Fitz Robert, eil kont Gloucester. E miz Eost 1189 e timezas d'ar priñs Yann Dizouar, breur d'ar roue Richarzh Iañ. Bugel ebet n'o doe.

Goude bout anvet da roue en 1199 e reas Yann dispenn an dimeziñ gant ar pab Inosant III dre an abeg a genwadelezh. Isabel a addimezas da Geoffrey de Mandeville, ha da Hubert de Burgh.