Tan-gwall ar c'hoariva Iroquois

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iroquois Theatre fire)
Ar sal c'hoariva irokat krak a-raok an tan-gwall

An Iroquois Theatre fire, tan-gwall ar C'hoariva Irokat a vez graet eus un tan-gwall a oa beter C'hoariva Irokat e Chicago, Illinois.

Lec'hiet e oa ar C'hoariva Irokat etre an niverennoù 24 ha 28 e West Randolph Street, etre State Street ha Dearborn Street, e kreiz-kêr Chicago. Gouest e oa da zegemer 1 602 a dud war tri live arvest.
D'an 30 a viz Kerzu 1903 e voe ennañ an tan-gwall drastusañ evit ur c'hoariva, kement hag an tan-gwall drastusañ evit ur savadur en istor Stadoù-Unanet Amerika. Bez' e voe d'an nebeutañ 602 den marvet dre an tan, met ne ouier ket resis an niver dre ma voe tennet korfoù eus al lec'h a-raok ma vefed krog da gontañ an niver a dud lazhet.