Mont d’an endalc’had

Insí Gé

Eus Wikipedia
Inis Gé Theas

Insí Gé (Inishkea islands e saozneg) zo inizi war aod gwalarn kontelezh Maigh Eo, en Iwerzhon, dirak gourenez An Muirthead. Abaoe ar bloavezhioù 1930 n'eus mui den ebet o vevañ en enezeg, nemet en hañv e ve. Met aspadennoù eus tiez mein a weler eno c’hoazh, koulz ha savadurioù kristen kozh eus ar VIvet kantved.

E daou zoare e tispleger anv an enezeg : hervez lod e vefent anvet diwar-lerc'h ur sant, sant Cé, hag hervez tud all e teufe an anv eus ar ger iwerzhonek , a dalvez kement ha “gwaz”.

Meur a enezenn zo :

  • Inis Gé Thuaidh (Inishkea North)[1], 2,07 km²
  • Inis Gé Theas (Inishkea South)[2], 1,84 km²
  • ha kerreg bihan all (Carraig na bhFaoileán, Carraig an Phoirt, Carraig an Mhoilt, Carraig Bhéal na gCaróg...).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]