Inizi Selvagens
An inizî Selvagens (e portugaleg Ilhas Selvagens, da lavaret eo "inizi gouez") zo un enezeg er Mor Atlantel, stag ouzh Portugal. Emaint etre an inizi Kanariez er su hag enez Madeira en norzh. E-keñver melestradurezh int stag ouzh Rannvro Emren Madeira (Região Autónoma da Madeira). Teir enezenn bennañ zo en enezeg, Selvagem Grande, Selvagem Pequena hag Ilhéu de Fora, hag un dousenn inizi bihanoc'h.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ meneg splann anezho a gaver en ur gartenn a vije diwar zorn hini pe hini eus ar vreudeur Pizzigani, eus Venezia, e 1367.
En 1402 e voe aloubet an Inizi Kanariez gant merdeerien eus rouantelezh Kastilha, met n'efont ket betek an Inizi Selvagens.
En 1438 e tisklerias ar merdeer portugalat Diogo Gomes en devoa kavet anezho dre chañs, p'edo o tont eus aod Ginea. leuskel a reas kentañ meneg skrivet a zo bet eus ar vrasañ enezenn , Selvagem Grande.