Inizi Pelagie
Neuz
Inizi Pelagie (Isole Pelagie en italianeg) a zo un enezeg teir enezenn vihan er Mor Kreizdouar, etre Malta ha Tunizia, er su da Sikilia. Perc'hennet int gant Bro-Italia, ha mont a reont d'ober kumun Lampedusa e Linosa, e Proviñs Agrigento e Sikilia.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lampedusa, an hini vrasañ, 20,2 km², un tammig en tu-mañ da 6 000 a dud o vevañ enni
- Linosa, 5,43 km², war-dro 430 a dud
- Lampione, didud, 0,36 km²
Lampedusa ha Lampione a zo lodek en Afrika tra ma'z eo Linosa lodek en Europa. Ur skouer ral eus un enezeg treuzkevandirel ez eo.