Mont d’an endalc’had

Implijer:Merour (N)

Eus Wikipedia







Penaos e vo kaset e-dro ma c'hefridi


Framm merañ


Implijout a rin an diazezoù pennañ-mañ evit kas war-raok ma labour evel merour:

+ Ar pemp pennreolenn

+ Ar peder fennaenn

+ Ar pemp politikerezh diazez

+ Pennad heñchañ (pennad-stur eeun)


Penaos e vo diskoulmet kudennoù


Diskoulmañ tabutoù


Setu an argerzhadur a vo lakaet e pleustr ganin evit diskoulmañ tabutoù:

Gwelet a ra ur merour n'eo ket reizh ar skridaozadenn  
Skrivañ a ra ur c'hinnig reizhañ (ha/pe un displegadenn war ar pezh a zo da ziverkañ) war pajenn ar gaozeadenn  
Goulenn a ra o ali d'ar verourien all seul wezh mar vez tu  
M'en deus nac'het an implijer plegañ ouzh an arguzennoù e c'houlenn ez-ofisiel he ali d'ar gumuniezh war ar pajenn gaozeadenn  
Graet e vo hervez ali ar gumuniezh (n'eus ket ezhomm kaout ur votadeg bewech : ar c'henasant a c'hell bezañ pe digor pe sioul, met d'ar merour da bouezañ evit kaout un nebeud alioù sklaer.



Is fearr Gaeilge bhriste, ná Béarla cliste.