Mont d’an endalc’had

ISO 639

Eus Wikipedia


Sistem kodoù unvan ISO evit renabliñ hag anavezout yezhoù ar bed eo ISO 639 isrannet e meur a rann.

Betek-hen eo bet lakaet da ofiel an div lodenn gentañ (ISO 639-1 hag ISO 639-2) keit ha m'emeur o c'hortoz ma vezefe lakaet e pleustr an trede lodenn (ISO 639-3) ha war ar stern emañ c'hoazh al lodennoù all.

  • ISO 639-1: 2002 Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Rann kentañ: kodoù divlizherennek ("Alpha-2") Listenn glok kodoù ISO 639-1
  • ISO 639-2: 1998 Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Eil rann: kodoù teirlizherennek ("Alpha-3") Listenn glok kodoù ISO 639-2
  • ISO/FDIS 639-3: 2006? Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Trede rann: kodoù teirlizherennek ("Alpha-3") evit an holl yezhoù Listenn glok kodoù ISO 639-3
  • ISO/CD 639-4: 2007? Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Pevare rann: Pennaennoù hollek hag alioù heñchañ evit lakaet e pleustr kodoù yezh
  • ISO/DIS 639-5: 2007? Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- Pempvet rann: kodoù teirlizherennek ("Alpha-3") evit familh-yezhoù ha strolloù-yezhoù
  • ISO/CD 639-6: 2007? Kodoù evit renabliñ yezhoù dre o anv -- C'hwec'hvet rann: kodoù pederlizherennek ("Alpha-4") evit holl doareoù yezh

Implijoù ar c'hodoù ISO-639

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez kodoù yezh ISO-639 evit diellaouiñ ha levraouegiñ dreist-holl. Implijet e vezont ivez evit URL ar Wikipediaoù hervez o yezh.